Ar peoc’h er c’hlas
Er c’hlas ez eus re a drouz pa n’emañ ket Mona amañ .
Ne c’hellomp ket labourat e peoc’h.
D’ar yaou 29 a viz Ebrel 2010 : ur prantad peoc’h nemetken
evit lenn ur fichenn diwar-benn an eil brezel
bed, bet roet gant Sebastian . A-hend-all e oamp trouzus spontus . An
deiz goude hon eus graet ur c’huzul omp unan evit ma ne vefe ket mui
a drouz. Setu kroget ar c’huzul met kement a drouz a oa ma
ne oa ket tu kavout un diskoulm. Sebastian ‘zo erruet e-barzh
ar c’hlas ha goulennet en deus: ” Piv a blij dezhañ pe dezhi labourat
en trouz ?”, den ebet n’en deus savet ar biz. Goude en deus
goulennet : “Piv en deus c’hoant labourat er peoc’h ?”, an holl
o deus savet ar biz. Neuze eo ret deomp ober strivoù
evit ma ne vefe ket mui a drouz.
Alix
